Lizher d’an Efeziz, gant displegadenn, e Brezhoneg / Lettre aux Éphésiens, avec commentaire, en Breton

 

AL LIZHER D’AN EFEZIZ E BREZHONEG,

EN E RAOK UN DISPLEGADENN VERR,

WAR E LERC’H TRAOÙIGOÙ ALL

 

 

An abostol Paol en deus skrivet al lizher-mañ war-dro ar bloavezhioù 61/62/63. Degemeret eo bet da gentañ gant izili iliz Efez, met evel an holl lizhiri a zo er Bibl, skrivet eo bet a-berzh ar Spered-Santel da bep hini ac’hanomp, kristenien eus ar bed holl. Diskuliet eo ennañ misterioù burzhudus ha talvoudus-kenañ evidomp.

 

Al Lizher d’an Efeziz a zo ul levr bihan a-walc’h (6 pennad), a zisklêr penaos Doue en deus roet da vab-den burzhudoù dispar evit netra dre Jezuz-Krist, hag a ro deomp pennaennoù eeun evit bezañ plijus da Zoue. Diskuliet eo ennañ mister ar silvidigezh hag ar vuhez peurbadus en un doare ispisial, a leugn kalonoù ar gristenien a levenez neñvel.

Diskouez a ra al lizher-mañ hol lec’hiadur neñvel hag ar bennozhioù speredel akuizitet evidomp dre Jezuz hor Salver. Komzet eo diwar-benn ar veuleudi dleet da Zoue, ha perak eo dleet, diwar-benn ar bennozhioù personel hag ar bennozhioù boutin (kumun) hon eus da hêrezh, diwar-benn an Iliz hag he liamm gant an Aotrou Jezuz, ha diwar-benn kement a draoù prizius all a zo roet deomp da gompren. En un eil lodenn, Paol a ro deomp alioù pleustrek evit bevañ en un doare dereat dirak Doue, evit en em ren evel un dasprenad a fell dezhañ plijout d’an Hini en deus e zasprenet, evit bezañ un ezel feal eus an Iliz a zo ur gwirvoud neñvel war an douar, korf Krist a zo Jezuz e benn.

Skrivet eo bet al lizher-mañ gant an abostol Paol e-pad ma oa prizoniad e Rom, war-dro ar bloavezhioù 61-63 goude H.S. Pevar lizher en deus skrivet e-pad ar c’houlzad-se: Efeziz, Filipiz, Koloseiz, Filemon. Ar pevar lizher-se a zo anvet ‘Lizhiri ar vac’hidigezh’.

 

 

Setu amañ testenn al Lizher d’an Efeziz, en troidigezh Koad 21 (2023) :

 

Pennad 1

1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d’ar sent a zo en Efez ha d’ar feizidi e Krist Jezuz:

2  Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist.

Bennozhioù e Jezuz-Krist

3  Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.

4  Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,

5  o vezañ hor raktonket d’an advugelañ dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,

6  da veuleudigezh gloar e c’hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C’haret-Mat.

7  Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras

8  en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,

9  o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez e blijadur mat en doa divizet ennañ e-unan,

10  penaos, e roidigezh an oberiañs eus an amzerioù, e tastumfe an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.

11  Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ali e volontez,

12  evit ma servijimp da veuleudigezh e c’hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.

13  Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel (= keloù mat) eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,

14  hag a zo un arrez eus hon hêrezh, betek dasprenadur ar re en deus perc’hennet da veuleudigezh e c’hloar.

Trugarekadennoù ha pedennoù

15  Setu perak, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,

16  ne baouezan ket da drugarekaat evidoc’h, o kaout soñj ac’hanoc’h em pedennoù,

17  evit ma roio deoc’h Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c’hloar, ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,

18  ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,

19  ha pehini eo brasted divuzul e c’halloud a ziskouez en hor c’heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted ar galloud eus e nerzh,

20  displeget gantañ e Krist, p’en deus e zasorc’het a-douez ar re varv hag e lakaet da azezañ a-zehou dezhañ el lec’hioù neñvel,

21  dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c’hellfe bezañ anvet, nann hepken er c’hantved-mañ met ivez en hini da zont.

22  Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag e roet en deus evit penn-bras d’an Iliz,

23  hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.

 

Pennad 2

Ar vuhez roet evit netra

1  C’hwi a oa marv en ho mankoù hag en ho pec’hedoù,

2  ma hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.

3  En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag ar meiz, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.

4  Met Doue hag a zo pinvidik e trugarez, en abeg d’ar garantez vras en deus hor c’haret ganti,

5  pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset d’ar vuhez a-unan gant Krist, dre c’hras eo ez oc’h salvet,

6  en deus hon dasorc’het a-gevret, hag hol lakaet da azezañ a-gevret el lec’hioù neñvel e Jezuz-Krist,

7  evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.

8  Rak salvet oc’h dre c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo.

9  N’eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet.

10  Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.

Unanet e Krist

11  Setu perak ho pet soñj, e oac’h gwechall paganed er c’hig ha galvet diamdroc’hidi gant ar re a c’halver amdroc’hidi er c’hig dre zorn an den,

12  hag e oac’h en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.

13  Met bremañ, e Jezuz-Krist, c’hwi hag a oa pell gwechall, oc’h bet degaset tost dre wad Krist.

14  Rak eñ eo hor peoc’h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou, en ur ziskar moger an disparti,

15  o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken, goude bezañ graet ar peoc’h,

16  hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c’horf hepken, en ur zistrujañ enni ar gasoni.

17  Deuet eo da brezeg ar peoc’h deoc’h-c’hwi a oa pell ha d’ar re a oa tost,

18  rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.

19  Evel-se eta, n’oc’h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvroiz d’ar sent hag eus ti Doue,

20  o vezañ bet savet war ziazez an ebestel hag ar brofeded, Jezuz-Krist e-unan o vezañ ar maen-korn;

21  ennañ an holl vañsonadur, urzhiet mat, a sav evit bezañ un templ santel en Aotrou,

22  ennañ ivez ez oc’h savet a-gevret evit bezañ ur chomlec’h da Zoue er Spered.

 

Pennad 3

Tud ar broadoù a zo kenheritourien

1  En abeg da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc’h-c’hwi re ar broadoù,

2  mar hoc’h eus klevet petra eo roadenn gras Doue a zo bet grataet din evidoc’h,

3  penaos dre ziskuliadur en deus roet din da anavezout ar mister-se, evel ma em eus skrivet e nebeut a c’herioù,

4  hag e c’hellit kompren en ur lenn anezho pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist,

5  ha ne oa ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet, evel ma’z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d’e ebestel santel ha d’e brofeded,

6  da c’houzout eo penaos tud ar broadoù a zo kenheritourien, oc’h ober un hevelep korf hag o kemer lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,

7  ez on bet graet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet grataet din dre nerzh e c’halloud.

8  Ar c’hras-se a zo bet grataet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar broadoù pinvidigezhioù digomprenus Krist,

9  hag evit diskouez sklaer dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,

10  evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,

11  hervez ar mennad divizet a bep amzer en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou;

12  ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.

13  Dre-se eo e c’houlennan diganeoc’h na gollot ket kalon en abeg d’ar poanioù a c’houzañvan evidoc’h, ar pezh a zo ho kloar.

Karantez an Aotrou

14  En abeg da-se e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,

15  a denn pep familh hec’h anv dioutañ en neñvoù ha war an douar,

16  evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ kreñvaet gant nerzh dre e Spered en den a-ziabarzh,

17  evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, evit, o vezañ gwriziennet ha diazezet er garantez,

18  ma c’hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder,

19  hag anavezout karantez Krist a zo dreist pep gouiziegezh, hag evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.

20  D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,

21 dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.

 

Pennad 4

Unaniezh e korf Jezuz-Krist

1  Ho pediñ a ran eta, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,

2  e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc’h en em c’houzañv an eil egile gant karantez,

3  oc’h en em stagañ da genderc’hel unaniezh ar spered dre ere ar peoc’h.

4  Bez’ ez eus ur c’horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma’z oc’h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,

5  un Aotrou hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,

6  un Doue hepken ha Tad d’an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc’h holl.

7  Met ar c’hras a zo roet da bep hini ac’hanomp, hervez muzul donezon Krist.

8  Setu perak eo lavaret: O vezañ pignet d’an nec’h, en deus kaset dalc’het an dalc’herezh, hag en deus lodennet donezonoù d’an dud.

9  Hogen petra eo: Pignet? Nemet ez eo ivez diskennet diagent el lec’hioù izelañ eus an douar.

10  An hini a zo diskennet eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit leuniañ an holl draoù.

11  Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, ha lod da brofeded, ha lod da avielourien, ha lod da bastored ha doktored,

12  evit peurvadelezh ar sent, evit labour ar servij, evit savidigezh korf Krist,

13  betek ma vimp holl deuet da unaniezh ar feiz hag an anaoudegezh eus Mab Doue, da stad an den peurc’hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,

14  evit na vimp ken bugaligoù, kaset ha troet amañ hag ahont gant pep avel a gelennadurezh dre douell an dud ha dre o gwidre da douellañ dre droidelloù,

15  met, o lavarout ar wirionez er garantez, evit ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.

16  Dioutañ ar c’horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet eñ e-unan er garantez.

An den kozh hag an den nevez

17  Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: Na gerzhit ken evel ar baganed all a gerzh hervez fouge o soñjoù.

18  Teñvalaet eo o skiant, pellaet int diouzh buhez Doue, en abeg d’an diouiziegezh a zo enno ha da galeter o c’halon,

19  o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d’al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant gwallc’hoant.

20  Met n’eo ket evel-se hoc’h eus desket Krist,

21  da vihanañ mar hoc’h eus selaouet anezhañ, ha mard oc’h bet desket ennañ, hervez ar wirionez a zo e Jezuz,

22  da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù touellus,

23  d’en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh,

24  ha da wiskañ an den nevez, krouet diouzh Doue er reizhder hag er wir santelezh.

25  Setu perak, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.

26  Mar fulorit, na bec’hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor,

27  ha na roit ket digor d’an diaoul.

28  An hini a laere ra ne laero ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an ezhommeg.

29  Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh, evit reiñ gras d’ar re o c’hlevo.

30  Na dristait ket Spered-Santel Doue, oc’h bet siellet gantañ evit deiz an dasprenadur.

31  Ra vo pep c’hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep drougiezh.

32  Bezit mat an eil e-keñver egile, ha trugarezus, o pardoniñ an eil d’egile evel m’en deus Doue ivez pardonet deoc’h e Krist.

 

Pennad 5

1  Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,

2  kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh dudius.

3  Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc’hoant, evel ma tere d’ar sent,

4  na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.

5  Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc’hoantek hag a zo un idolour, n’en deus hêrezh e rouantelezh Krist ha Doue.

6  Ra ne douello den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak en abeg d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.

7  N’ho pet eta lod ebet ganto.

8  Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,

9  rak frouezh ar Spered a zo e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.

10  Eveshait ouzh ar pezh a zo kavet mat gant an Aotrou,

11  n’ho pet lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc’h kondaonit anezho.

12  Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,

13  met kement a zo dianzavet a zo diskuliet gant ar sklêrijenn, rak ar pezh a laka da ziskuliañ eo ar sklêrijenn.

14  Setu perak ez eo lavaret: Dihun, te hag a gousk, sav a-douez ar re varv, ha Krist a sklêrijenno ac’hanout.

15  Lakait evezh eta ouzhoc’h hoc’h-unan d’en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,

16  dasprenit an amzer rak an deizioù a zo fall.

17  En abeg da-se na vezit ket diskiant, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.

18  N’en em vezvit ket gant gwin, rak e kas d’an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,

19  komzit etrezoc’h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a-greiz kalon meuleudioù d’an Aotrou.

20  Trugarekait bepred Doue an Tad evit an holl draoù, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.

21  Plegit an eil d’egile e doujañs Doue.

Gwazed ha gwragez. Krist hag an Iliz

22  Gwragez, plegit d’ho kwazed hoc’h-unan evel d’an Aotrou,

23  rak ar gwaz eo penn ar wreg, evel ma’z eo Krist ivez penn an Iliz, hag eo Salver ar c’horf.

24  Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d’o gwazed o-unan en holl draoù.

25  Gwazed, karit ho kwragez evel m’en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,

26  evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc’hadenn en dour gant ar ger,

27  evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c’hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.

28  Evel-se e tle ar gwazed karout o gwragez evel o c’horfoù o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan,

29  rak den ebet n’en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vag hag e prederi anezhañ, evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz,

30  dre ma’z omp an izili eus e gorf, eus e c’hig hag eus e eskern.

31  Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a vo ur c’hig hepken.

32  Ar mister-se a zo bras, henn lavarout a ran diwar-benn Krist hag an Iliz.

33  Evel-se, ra garo pep hini ac’hanoc’h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg he gwaz.

 

Pennad 6

Bugale ha tud

1  Bugale, sentit ouzh ho tud en Aotrou, rak un dra reizh eo.

2  Enor da dad ha da vamm, ar c’hentañ gourc’hemenn eo, hag ez eus ur bromesa gantañ:

3  evit ma vi eürus ha ma vevi pell war an douar.

4  Ha c’hwi tadoù, na hegasit ket ho pugale, met desavit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.

Servijerien ha mistri

5  Servijerien, sentit ouzh ho mistri hervez ar c’hig gant doujañs ha krenadenn, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,

6  o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met oc’h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,

7  oc’h ober servij gant karantez, evel d’an Aotrou ha nann d’an dud,

8  o c’houzout penaos pep hini, pe sklav pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.

9  Ha c’hwi mistri, grit en hevelep doare en o c’heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c’houzout hoc’h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n’eus van ebet ouzh diavaezioù an dud.

Harnez Doue

10  A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre nerzh e c’halloud.

11  Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot derc’hel start a-enep troidelloù an diaoul.

12  Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep an nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.

13  Setu perak kemerit ganeoc’h harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot chom start en deizioù fall, hag o vezañ kendrec’het pep tra, e talc’hot start.

14  Dalc’hit start eta, gourizit ho tivgroazell gant ar wirionez, gwiskit hobregon ar reizhder,

15  en ho treid kemerit gred an Aviel a beoc’h (= keloù mat ar peoc’h),

16  krogit dreist-holl skoed ar feiz da c’hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk,

17  kemerit ivez tokarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, hag a zo ger Doue,

18  o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, oc’h eveshaat ouzh kement-se gant dalc’husted, hag o pediñ evit an holl sent

19  hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel (= keloù mat),

20  ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean ober.

Saludoù da glozañ

21  Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc’h pep tra.

22  Kaset em eus anezhañ deoc’h evit-se, evit ma ouiot petra a c’hoarvez war-dro deomp ha ma tic’hlac’haro ho kalonoù.

23  Ra vo roet ar peoc’h d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag a-berzh an Aotrou Jezuz-Krist!

24  Ra vo ar c’hras gant an holl re a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant gwirionded! Amen.

 

 

En ur lenn al Lizher, e vez kavet arroudoù berr o tont eus an Testamant Kozh; setu o-amañ :

– En Efeziz 4:8 e vez adkavet Salm 68:19

– En Efeziz 4:25 e vez adkavet Zakaria 8:16

– En Efeziz 5:14 e vez adkavet Izaia 60:1

– En Efeziz 5:31 e vez adkavet Geneliezh 2:24

– En Efeziz 6:2-3 e vez adkavet Ermaeziadeg 20:12 hag Adlezenn 5:16

– En Efeziz 6:14-17 e vez adkavet Izaia 59:17

 

 

Setu bremañ ar gwerzadoù 4 da 7 eus ar pennad 2 (Efeziz 2:4-7), troet e brezhoneg a-hed ar bloavezhioù tremenet :

 

Ar Gonideg (1827)

Hôgen Doue, péhini a zô pinvidig é trugarez, dré ann abek d’ar garantez vrâz en deûz bét évid-omp, pa édomp mârv dré hor péc’hédou, en deuz hol lékéad da gen-véva er C’hrist (dré c’hrâs péhini oc’h bét salvet…), hag en deûz hor c’hen-zazorc’het, hag hol lékéad da gen-azéza enn Énvoù é Jézuz-Krist; évit ma tiskouézché enn amzerioù da zont ar madou founnuz eûz hé c’hrâs, dré ar vadélez en deûz béd évid-omp é Jézuz-Krist.

 

J. Jenkins (1851)

Mes Doue, pehini a zo pinvidic e trugarez, dre e garantez vraz dre pehini en deus hor c’haret, ha pa oamp marô er pec’hejou, en deus ken-veôeet ac’hanomp gand ar C’hrist (dre c’hras eo emoc’h salvet); hag en deus hor c’hen-ressusitet, hag en deus hol lekeed da gen-azeza el lec’hiou selestiel er C’hrist Jesus; evit ma tiscouesche en oadou da zont ar binvidigesiou immans eus e c’hras, dre e vadelez en hor c’henver-ni, er C’hrist Jesus.

 

Ar C’hoad (1883)

Mes Doue, pehini a zo pinvidik en madelez abalamour d’ar garantez vraz a behini en deuz hor c’haret, pa oamp maro en hor fec’hejou hen deuz hon digaset asamblez d’ar vuez er C’hrist, (dre c’hras eo oc’h salvet;) hag hen deuz hon adsavet a varo asamblez, hag hon lakeet da azeza asamblez el leac’hiou selestiel, en Jesus-Krist; evit diskwez er c’hantvejou da zont ar pinvidigezou immans euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver en Jesus-Krist.

 

A.-L. Jenkins (1885)

Mes Doue, pehini a zo pinvidic a drugarez, abalamour d’ar garantez vraz gant pehini hen deuz hor c’haret, pa oamp marô en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;) hag hen deuz hon resussitet assambles, hag hen deuz hol lakeat da azeza assambles el lec’hiou celestiel, en Jesus-Christ; evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver-ni, en Jesus-Christ.

 

Glanndour (1971)

Met Doue hag a zo pinvidik e drugarez, dre ar garantez vras en deus hor c’haret ganti, goude ma oamp maro en abeg d’hor pec’hedoù, en deus adroet dimp ar vuhez a-unan gant ar C’hrist, rak dre c’hras ez oc’h salvet; a-unan gantañ en deus hon adsavet da vev hag hon laket d’azezañ en neñvoù a-unan gantañ, ar C’hrist Jezuz. Gant-se e felle dezhañ diskouez er c’hantvedoù da zont pegen divuzul eo pinvidigezh ar c’hras en deus bet en e vadelezh en hor c’heñver er C’hrist Jezuz.

 

Koad 21 (2023)

Met Doue hag a zo pinvidik e trugarez, en abeg d’ar garantez vras en deus hor c’haret ganti, pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset d’ar vuhez a-unan gant Krist, dre c’hras eo ez oc’h salvet, en deus hon dasorc’het a-gevret, hag hol lakaet da azezañ a-gevret el lec’hioù neñvel e Jezuz-Krist, evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.

 

Ken mat, gwir, pouezus, talvoudus eo da lenn ha da c’houzout…!

Publicités